Gant Louis-Jacques Suignard, un tamm evel Nolwenn Korbell un nebeut mizioù a-raok eo bet degaset un avel fresk war bed ar c'han e Brezhoneg. Daoust dezhañ bezañ kaner hengounel e klask difraostañ un hent nevez gant ar bladenn-mañ gant doare un 'Donovan' breizhat... Asambles gantañ e vez kavet sonerien brudet evel Jean-Michel Veillon (fleutoù), Hilaire Rama (gitar boud), Patrick Boileau (taboulinoù), Bernard Le Dréau (sax), Ronan Ar Bars (pib ilin), Claude Ziegler (gitaroù), Ludo Mesnil (gitar dredan), Nicolas Quémener (gitar akoustik), Philippe Bizais (piano), JC Normand (klaouieroù) hag Eric 'Raoul' Goellaën (akordeoñs).
|