Dindan levierezh Gerard An Dorzh ha Klaoda Mignon eo bet kaset da benn an hir alan a oberenn-mañ. A c'houde mui ur bloavezh e huñvree an daou ganfard en ur grouadeg rock - doare opera, mar-plij - e Brezhoneg, takad na oa bet difraostet gant den ebet betek henn. Ur c'hlaoustre e oa mui pe vui ober seurt tra ken dic'hallus e seblante bezañ. Kaset e voe da benn avat gant ur strollad a feson: Aozet e voe ar sonerezh gant Klaoda Mignon, neuze e tilestras Farid Aït Siameur, kaner Tayfa, Bleunwenn a zo bet klevet he mouezh aliesik gant ar strollad Tri Yann ha ganti he breudeur Gwendal, Gurvan, Gwenhael ha Konan Mevel; Ciril Froger hag Olivier Carole a zeuas ivez hag evel kustum ur bagad-sonerien, Bagad Pennharzh, ha J.-Y. Herledan en e benn.
Ur wech deut eus ar waskell ar benn-oberenn e tizolo an dud ul levr keinet moulet e liv ur bladenn-argant e barzh: Taol kurun war ger-c'hrallon: ar c'hazetennoù zo tapet berr, gant ar brenerien kentañ e tizoloont al labour. P'emañ brud ar sonerezh hengounel en he barr, ar pop-rock brezhonek an hini eo a souezh hag a hej an dud!
Gallout a raer selaou ha lenn "Strinkadenn Ys": Al levr 52 pajennad ennañ ha gas ac'hanomp war roudoù Enora pikerez maen ha laka ar roc'h da vevañ, a stumm ar penn-ilizoù...
Etre kened ha sponterezh, karantez ha digeñvez. Heuliañ a ra un hent kevrinek a wisk a wechoù dilhadoù ar skiant-faltazi, an dudennoù madoberiant pe gwalloberiant en em zispak dirazomp. Ar mor, an darvoudoù-hud a dreuzkas ac'hanomp e don kalon ker-Iz.
Gant Gerard eo bet skrivet an testennoù ha gant Klaoda eo bet aozet ar sonerezh, an disoc'h eus o c'henlabourerezh a ziskouez un ene boutin. N'eo ket peurechu o c'henlabour evit kement-se p'o deus lakaet war ar stern div lodenn all a beurgloko istor Enora ha Mael.
- Selaou - 10'17
- Dornskrid - 3'10
- Sovajed a-feson - 6'02
- Naer ar galloud - 6'49
- Hybr'Ys - 9'35
- Kan Kêr'Ys - 6'25
- Liñvadenn - 5'03
- Tad ha Mamm - 8'02
- Enora ha Maël - 4'40
- Mall eo monet da Ys - 8'50
|