Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]

« Yves Tanguy »
Embannadurioù An Here
gant René Le Bihan, Renée Mabin ha Martica Sawin
60 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Yves Tanguy      Estreget katalogoù hollbouezus an diskouezadegoù (Paris, 1982, Stuttgart, 2001), n'eus hiziv an deiz levr ebet diwar-benn oberenn ha buhez Yves Tanguy.

     An dodskrid pouezus diwezhañ, hini Patrick Waldberg, 1977, zo peurwerhet mil bell zo. Tremen ret e oa, kant vloaz goude ganedigezh an arzour, kavout ar poent war an anaouedegezhioù deuet war-wel abaoe diwar diwar-benn al livour surrealour meur-se, rak meur a zek vloaz goude e verzer ar vrasted hag an nerzh hep o far a voe gant ar surrealouriezh er c'hantved all.
     Al levr nevez-mañ a ro, evit ar wezh kentañ, ur sell doubl war oberenn Yves Tanguy. Ar sell-mañ, breizhat hag amerikan, a oa hollret, ken don eo merket buhez Yves Tanguy ha muioc'h c'hoaz e oberenn gant e ziv vroadelezh.
     En tu all d'an div studiadenn-mañ e kaver ur vuhezskrid kontet dre ar munud, skeudennaouet gant ur bern luc'hskeudennoù diembann. Ouzhpenn 130 taolenn, o tont eus brasañ dastumadoù prevez pe foran, lod anezho diskouezet evit ar wezh kentañ, zo embannet el levr-mañ gant ar brasañ aket.


[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]