Gant 'Ar Vilin du' e vez kinniget un oberenn dreistpar eus al lennegezh sorabat d'ar vrezhonegerien. Jakez Konan a ziskouez amañ ur wech ouzhpenn e ampartiz evel troer : chomet eo tost kenañ ouzh ar skrid alamanek, hep trubarderezh hag hep na vefe klevet c'hwezh ar yezh estren en e droidigezh. 'Ar Vilin du' zo bet embannet e 1968 en alamaneg hag e sorabeg, yezh ur bobl slavek hag a vev e Reter Bro-Alamagn. Oberenn vrudetañ Jurij Brezan eo, troet eo bet en un tregont yezh bennak.
Ganet eo bet ar skrivagner e 1916 e Worilecy (Räckelwitz en alamaneg) e Luzasia, bro ar Sorabiz.
|