Ur plac'hig o vont kuit da vro varzhus an hunvreoù da heul ur c'honikl a vez ingal mall warnañ, hag oc'h en em gavout en ul liorzh vurzhudus a gaver enni ur Viskoulenn o vutunat gant un nargile, ur C'had-Veurzh, ur Vrizhvaot, ul Lakez-Glesker ha nouspet loenig all iskis pe iskisoc'h an eil eget egile...
Skrivagner e oa Lewis Carroll (1832-1898) - Charles Lutwidge Dodgson e anv gwirion - ha kelenner war ar jedoniezh en Oxford (Bro Saoz). Evit merc'h dean e skol-veur an hini e savas "Alice in Wonderland". Gant Sir John Tenniel (1820-1914) e voe skeudennaouet al levr, ha lod eus ar skeudennoù orin-se a zo bet dalc'het evit an embannadur brezhonek-mañ. Unan eus pennoberennoù lennegezh ar bed eo Alis.
|