Er bloavezh 1935, en deus Roparz Hemon krouet ar "Brezhoneg Eeun". Dibabet gantañ ar 1000 ger implijet ar muiañ er yezh, en deus kroget da sevel ganto skridoù a bep seurt - peadra d'an deskerien da lenn hep terriñ o fenn o klask er geriadrioù. Ur skrid a seurt-se, ur romantig-polis a zo kaeroc'h, eo an istor embannet amañ evit digeriñ bras an hent d'an dud a zo o teskiñ ar yezh.
|