E-touez ar mojennoù o deus bet ar muiañ a levezon war o amzer, e c'heller renkañ, romant Tristan hag Izold.
Troet e nouspet yezh, en abeg d'e vraventez dispar, en, deus lakaet da drivliañ kalonoù miliadoù ha miliadoù a dud... Ha n'eus netra souezhus e kement-se pa soñjer e danvez gwirion ar gontadenn : trec'h ar yaouankiz war an oad-kreiz, trec'h ar c'hoant war ar furnez, trec'h ar garantez war lezennoù ar bed.
Ha, dreist-holl, trec'h an tonkadur war youl mab-den...
Setu perak ne gredfe nikun tamall ouzh an daou garedig nag o gwanedigezh nag o follentez...
|