Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Tiriadoù ar Gwalarn »

gant Jef GEDEZ
12,20 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Tiriadoù ar Gwalarn      Klask an arzh speredel eo klask an eurvad ,gwelout an arzh speredel eo kaout al levenez da viken .Setu ar pezh a lavar henvroidi aodoù ar gwalarn.
     Daoust ha ne vefe ket Mik ivez war glask eus an arzh speredel?
      Emañ Mik o klask adkavout bamerezh e vugaleaj pa oa o lenn romantoù troioù-kaer.Ret eo dezhañ mont war roudoù an harozed.Mont a raio gant stêrioù war-zu ar gwalarn.O vale e vo a-dreuz ar c'hoadeier didermen e-lec'h ma ren c'hoazh ar gened kentidik.
      'Tu bennak,e penn pep hini ac'hanomp, ez eus "tiriadoù" a glaskomp repu enno pa vez ret.Disheñvel avat an tiriadoù-se hervez an dud.En tu all d'ar mor bras e vezont a-wechoù.Trawalc'h e vez alies mont etrezek penn al liorzh pe d'an uhelennoù teñval a sav war an dremwell.Dalc'hmat e tec'h an dremmwel en hor raok avat, ne vern war be du e kerzhomp.
      A-drugarez d'al lizheroù kaset gantañ d'e vreur Bleru, e c'hello al lenner beajiñ gant Mik war-zu e Bal : Tiriadoù ar Gwalarn.

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]