Dizoleiñ ar yezhoù gant:
« Teo, Leo & Manda »
CD-ROM Mac/PC
Ur bedig leun a blijadur adalek 3 bloaz
Brezhoneg, English, Español, Français, Deutsch
embannadurioù An Here ha Kaona
35 € Urzhiañ a ran al CDRom-mañ | Ma urzhiad
Savet eo bet CD-Rom Leo, Teo & Manda gant skoazell ul laz tud a oar diouzh ar c'helenn ha gant bugale etre daou vloaz hanter hag eizh vloaz o deus ivez kemeret perzh en aozadur an istor.
O klask war-lerc'h Manda e kavo ar vugale lec'hioù ha traezoù o femdez en ur vont da bourmen en o frankiz dre ur bed hud ha laouen, daoust ha diogel.
Buhez a roint d'an traoù dre glikañ warno, o lakaat ar varzhoniezh da ziwan a-hed an taolennoù.
Bez'e c'hellint, a-drugarez da Leo, Teo & Manda, ober anaoudegezh gant pemp yezh komzet en Europa, ar brezhoneg en o zouez. Ned eo ket ret gouzout lenn evit c'hoari, hogen, mar o devez c'hoant, e c'hellint klevet ha gwelet ar ger er yezh o devo dibabet.
|
[ Homepage ]
[ Degemer ]
[ Levrioù ]
[ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ]
[ Listenn skignañ ]
[ Urzhiañ ]
|