Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Teñzor dindan-vor ar Priñs-Frederik »
Romant polis skrivet gant Yann Bijer
17 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Teñzor dindan-vor ar Priñs-Frederik       Nag a reuz e kreiskêr Brest d'ar zul vintin-se, deg a viz du 1999. Soñjit kentoh, kavet e oa bet, war-dro eiz eur diouz ar mintin, korvou daou zen muntret, treuzet o horvou gand boliji, e-kichen tachenn-dennata an Armevor, e Koad Kerwall, war harzou Brest, nepell deuz parrez Gwiler.

      Daou zen muntret, fuzuillet a-hervez, hag a oa izili, o-daou, euz ekipaj ar vag Viking perhennet gand ar gompagnunez alaman : Abyssal GmbH.

      Abaoe miz mae edo ekipaj ar Viking o furchal strad ar mor, en tu-hont da Enez-Eusa, e sell da zizolei koz peñse eur vatimant hollandeg, Priñs Frederik heh ano, eet d'ar strad d'ar 25 a viz even 1890. Med bez'e oa ivez e kov ar Priñs Frederik, hag eet d'ar strad gand ar vatimant, 400 000 a beziou arhant. Eur fortun !

      Ha daoust hag e vije bet teñzot ar Priñs Ferderik penn-abeg da lazadeg an daou zen-ze e-kichenn leur-dennata an Arme-vor ? Setu ur gudenn, 'vad ! Hag un torr-penn evid ar Homiser Kaou Kemener galvet war al leh. Eun torr-penn ivez evid an Amiral Kastellouarn, Prefed -a-vor, dre ma rede ar vrud, e Kêr Vrest, e vije gand lazadeg an daou zen-ze c'hwez eun afer louz. Eun afer a spierez o kas he reuz en-dro e-barz an Amiraliez, e-barz an Arsanaill ha tro-war-dro d'ar porz a vrezel el leh m'edod o paramanti, gand klaoiou brezel euz ar henta klas, an douger kirri-nij atomikel nevez-flamm : Charles de Gaulle.

      Nag a reuz e Brest !
      Mil boulhurun !
Levrioù all skrivet gant Yann Bijer

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]