Skrivet eo gant Daniel Le Couedic evit ar wech kentañ istor ar re, un tri-ugent pe dost, hag o-deus kemeret perzh er Seiz Breur, un emsav arzel.
En-dro dezhañ, Pascal Aumasson, Denis-Michel Boëll, Philippe Bonnet, Denise Delouche, Michel Denis, François Hubert, René Le Bihan, Marie-Claire Mussat, Yann-Ber Piriou, Laurence Prod'homme, Philippe Théallet, pep arbennigour war e dachenn, a zell pizh ouzh an arzoù pleustrek (arrebeuri, prierezh, arzoù grafek) ar c'hoant ganto arneveziñ, ar youl ganto lakaat ar c'hrouiñ breizhek da glotañ gant Breizh a hanterenn kentañ an ugentvet kantved, ha pa vefe un disparti digant ar maezioù.
Ha deut int a-benn, pa glaskint dont da vezañ modern a-grenn ?
Diarvar eo ar gounid a zo bet gant ar Seiz Breur gant diskouezadegoù 1925 ha 1937. Digoret'zo bet evel-se divizoù nevez ha taolet sklerijenn war arzourien all.
Mesket eo istor ar Seiz Breur gant hini an Emsav breizhek hag hini an emsavioù arzel ken pinvidik ha liesseurt. René Le Bihan ha Michel Denis a ro titouroù ha prederiadennoù en un amzer m'emañ an demokrated o stourm enep an totalitaerezh.
|