Brudet-bras eo istor Kêr-Iz. Gant Dahud, ar briñsez fall, eo roet alc'hwez ar skluzioù d'an Diaoul. O digeriñ a ra hemañ ha distrujet Ker. Sevel a ra Gralon Roue e verc'h war e varc'h evit he saveteiñ. Gant Sant Gwenole avat eo taolet ar bec'herez da veuziñ hag e paouez fulor ar mor. Trec'het eo bet ar garantez.
Un istor disheñvel a-grenn a gont Roparz Hemon : deuet eo Dahud da vezañ Santez. Gant dudi e vo lennet an danevell, ken evit kaerder an istor hag evit braventez ar yezh.
Danièle Jego he deus skeudennet buhez ha marv "Santez Dahud".
|