« AR ROUE ARZHUR »
Marc'heion an Daol-Grenn
Skrivet gant Molly Perham
Skeudennet gant Julek Heller
Brezhoneg gant Herve Saubil gKernaudour
22,56 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad
Ur bed a hud, a gevrin hag a varzh an hini eo bed mojennoù Arzhur ha Marc'heion an Daol-Grenn, ma luske krouadurioù iskis e-barzh ar c'hoadegi stank a c'holoe ar vro en amzerioù-hont, endra guzhe erevent er mougevioù teñval ha ma taole an hudourion hag ar gwrac'hed o breoù luziet. Marc'hegezh a rae ar varc'heion dre doleadoù arvarus tro-dro da lez Kameled hag eno ren emgannoù ha tournamantoù feuls evit difenn enor an itronezed koant, ma tregerne an endro gant trouz ar c'hlezeier hag ar goafeier o kenstekiñ didruez.
Kontet ha diskontet eo bet mojennoù ar roue Arzhur e-doug ouzhpenn eizh kantved. Deuet int betek ennomp dre hanterouriezh lennegezhioù estren peurliesañ. Distummet int bet a-hed an amzerioù, evit abegoù politikel a-wezhioù.
|
Anat dimp avat, dre studi al lec'hanvioù hag an anvioù tud ez int liammet don ouzh hon bed predenek. Darn eus al lennegezh kollet-se zo bet c'hoazh daskoret dimp en hon yezh (Gaovan hag an den gwer, Danevelloù kozh Danvez Breizh gant Roparz Hemon, Tristan hag Izold, Marzhin gant Langleiz) ha tremen pred e oa kinnig un droienn vrezhonek eus kurioù hon roue meur hag e varc'heion d'hon c'henvroiz yaouank. En droidigezh-mañ ez eus bet dalc'het kont eus evezhiadennoù an aotrou kelenner Leon Fleuriot evit klask adsevel stummoù orin an anvioù-lec'h hag an anvioù-tud : setu perak e kavor enni stummoù zo disheñvel diouzh ar re a oa bet arvaret gant Roparz Hemon ha Langleiz.
Gant plijadur e vo lennet troioù-kaer Arzhur, Peredur, Drestan hag Eseot... ha se koulz e Breizh-Veur hag e Breizh Vihan, pe c'hoazh Klask ar Gral Santel ha, penn-da-benn d'an istorioù marzhus-se karantez dic'hallus Lanselod ha Gwenivar ha karantez valeürus Merzhin ha Ninian.
Al levr e galleg amañ !
[ Homepage ]
[ Degemer ]
[ Levrioù ]
[ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ]
[ Listenn skignañ ]
[ Urzhiañ ]
|