Romantoù an Daol-Grenn a zo a orin keltiek a dra sur, dre o danvez marzhel hag o darvoudoù arouezhiel kenañ.
Koulskoude n'o deus graet berzh, nemet dre ar galleg, etre an Xvet hag ar XIVvet kantved. Troet e saozneg, en alamaneg, e daneg, e spagnoleg, en italianeg - Dante a veule anezho - e voent anavezet buan gant ar Bed Kristen a-bezh, hag o levezon a badas pell.
Ret eo bet gortoz ar bloavez 1975 evit ma teufe er-maez, erfin, an oberenn hirc'hortozet. Al levrenn gentañ d'an nebeutañ : Marzhin.
|