Souezus eo ar skrivagner iwerzoneg a zo brudet evel skrivagnerien saozneg, John Millington Synge (1871-1909) o veza unan euz ar re vrudeta.
C'hoariet e oa bet e bez Puns ar Zent gand Strollad Plouguin.
Pa'z eus eur bern traou dianav deom bremañ, o tenna da vuhez Iwerzoniz an amzer-ze - en embannadur saozneg ez eus bern notennou diwar-benn-ze - e oa bet adrenket avid beza c'hoariet ha komprenuz êz-tre gand an arvesterien.
Mez evid embann ne oa ket posubl krenna evel-se oberenn Synge.
Aman e vo kavet eun droidigez hag a chom an tosta posubl ouz ar skrid orin.
|