Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]

« Ar Priñs bihan »
gant Antoine de Saint-Exupéry
Embannadurioù Preder
Gant dourlivadurioù an aozer
Brezhoneg gant Pierrette Kermoal
16 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad

Ar Priñs bihan "C'hwec'h vloaz'zo e chomis sac'het e gouelec'h Sahara. Un dra bennak a oa torret e'm c'heflusker. Hag o vezañ ma ne oa ganin na mekanikour, na treizhidi en em brienten da glask dont a-benn, va-unan, eus ur ratreadenn diaes. Ur gudenn a vuhez pe a varv e oa evidon. A-boan ma'm boa dour evit eizh deiz.
En noz kentañ neuze e kouskis war an traezh, mil mill diouzh pep douar annezet. Kalz digenvesoc'h e oan eget ur peñsead war e radell e-kreiz ar mor bras. Soñjit e'm souezh neuze, da c'houlou deiz, pa voen dihunet gant un iskis a vouezhig. Lavarout a rae :
-- Me ho ped... tres din un dañvad !

Lammat a ris e'm sav evel skoet gant an tan-foeltr. Dibikouzet mat 'm eus va daoulagad. Sellet mat 'm eus. Ha gwelet 'm eus ur boulomig souezhus-tre a selle ouzhin sirius. Sellout a raen ouzh ar weledigezh-se, dispourbellet va daoulagad. Na zisoñjit ket en em gaven mil mill diouzh pep douar annezet. Pa zeuis a-benn da gomz en divezh, e lavaris dezhañ :
-- Met... Petra a rez aze ?
Neuze e lavaras din en-dro, goustadik, evel un dra sirius-tre :
-- Me ho ped... tres din un dañvad !
Evel-se e ris anaoudegezh gant ar priñs bihan."

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]