« Hentenn OULPAN » kaset a-benn gant Nikolaz Davalan
lodenn 1 - kentañ live (deraouidi) | lodenn 2 - eil live
Brezhoneg 1, un hentenn vodern, stag ouzh ar vuhez a vremañ ha leun a startijenn.
Setu 'ta dornlevr kentañ un heuliad pevar levr da zeskiñ brezhoneg (eus ar bloavezh kentañ d'ar pevare bloavezh) gant ar CD o vont gantañ.
Un hentenn nevez eo "OULPAN", eus hon amzer-ni er mod m'eo bet savet hag en doare pedagogiezh implijet gant an deskerien.
Adalek ar gentel gentañ e vez lakaet an derouad da gomz hag e vez lakaet evel-se en aez da gemer perzh da vat.
Leun a startijenn hag a vuhez e vo ar c'helenner ha gouest e vo da lakaat pep desker da gomz ken aes ha tra. Gant OULPAN e tigorer an hent d'an deskiñ buan, liammet ouzh kement tra a ya d'ober hor buhez a vremañ.
lodenn 1 :
Kentañ live (deraouidi)
30,48 €
Urzhiañ a ran al levrenn gentañ | Ma commande
Implijet e vez an hentenn-mañ gant lod vrasañ ar gelenerien evit ar gentelioù noz. Gant ur CD audio e vez kinniget al levr.
lodenn 2 :
Eil live
30 €
Urzhiañ a ran an eil levrenn | Ma commande
Sed amañ eil lodenn an dastumad Oulpan lec'h ma vo 4 levrenn etre tout. Amañ ivez e vez gwerzhet ur CD, komprennet e-barz priz al levr (pladenn enrollet gant kelenerien Skol an Emsav).
|