Ganet eo Alan Botrel e 1954 e Ploue (Mor-Bihan). Graet gantañ studioù war ar brederouriezh, ar yezhoniezh hag ar brezhoneg, e rannvro Pariz hag e Breizh, emañ bremañ o kelenn e Skol-veur Roazhon 2. Embannet en deus ivez barzhonegoù, troidigezhioù diwar ar gresianeg ha meur a bennad skridvarnerezh.
Liesseurt eo danvez an danevelloù-mañ, reoù anezho berr-tre, lec'hiet e Kembre, Hellaz, Breizh pe e lec'hioù all, ar peurvuañ oc'h echuiñ en un doare trumm ha dic'hortoz.
|