E kant yezh eo bet troet dija 'Le Grand Meaulnes' m'eo bet fromet gantañ kement a rummadou tud yaouank a beb seurt bro. Kinniget e vo hiviziken e brezoneg ivez, gand an droidigez-mañ, savet gand Jean-Pierre Thomin dindan ano Meaulnes Veur
« N'eo ket leor Alain Fournier eur romant, emezañ, eur gontadenn, eur vojenn, ne lavaran ket. Tost a-walh eo ouz spered lennegez or bro. Meur a du zo da lenn Meaulnes Veur. Meur a ster ez eus ennañ. Piou eo Meaulnes, da skwer ? Daoust hag ez eus dioutañ e gwirionez ? Daoust ha n'eo ket arouez ar garantez heh-unan a zeu da strafuilla buhez ar skrivagner ha da liamma e zarempredou bresk gand ar plah yaouank vrao ? Setu perag ez eus euz ar gouel iskiz eun huñvre kentoh eged eun abadenn a vefe bet c'hoarvezet da vad.
Doan ha glahar Alain Fournier emaer soubet enno a-hed al leor gand eun elevez ha ne vefe ket kement-se euz an amzer-vremañ (betegouzoud !). Tenna a ra memestra euz ar spered a gaver e-barz brava gwerziou Breiz. »
|