Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet Kantved »
« An "Emsav" kentañ : 1900 / 1918 »
gant Francis Favereau
31 €
Prenañ a ran ar geriadur-mañ | Ma urzhiad


Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet Kantved       Moarvat e vo ar wech kentañ da dud zo, brezhonegerien ha gallegerien dreist-holl gouzout doare al lennegezh e brezhoneg, ken diaes m'eo lenn ar brezhoneg evit lod ha ken diaes kavout an danvez da lenn evit lod all.
      En ur lenn al levr-mañ e teuy splann war-wel doare al lennegezh-se. Ouzhpenn kant skrivagner a vez kinniget amañ, daou c'hant bet skrivet ganto ul levr d'an neubeutañ hag un toullad skriverien all war-briz. An holl dud-se, bihan ha bras, a vez kinniget deomp gant Francis Favereau, kelenner Brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2. Kinniget pep skrivagner, lavaret peseurt eo danvez e skridoù, gant tammoù pennadoù da heul. Souezh gwelet pegen fonnus eo bet hag eo c'hoazh ar skridoù e brezhoneg !
      Ur yezh sakr oc'h ober he zalarou, 'mut-hu ?
      Ha sur oc'h eus an dra-se ? Dav eo lavaret n'eo ket frank tachenn ar brezhoneg hag e skriv ar skrivagnerien diouzh o fenn o-unan peurvuiañ. N'haller ket lakaat lennegezh ar brezhoneg par-ha-par gant re ar yezhou bras Nann da. Taolet-ha-distaolet eo bet skrivagnerien ar brezhoneg gant seizh avel an Istor a-hed ar c'hantved. War-lerc'h daou emzao e teuy nevezenti adarre ha muioc'h meskaj evel a vez war ar bed bras pelloc'h. Ma n'emañ ket (ken) lennegezh ar brezhoneg e-maez en Istor, neketa ?

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]