Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Lavar 14 »

24,39 €
Prenañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Lavar 14       An aozerion o plediñ gant ar brederouriezh a gendalc'h da studiañ redennoù bras an dezevout adalek ar C'hresianed betek hon amzer ha dre se da zastum danvez evit ur geriadur a'r brederouriezh. Stag mat int da gaout eskemmoù gant prederourion eus ar broioù all. Splann eo dezho an devoud-mañ : damantiñ d'ar yezh zo damantiñ da estreget ar yezh hag e penn araok an istor emañ al labour renet hiziv e brezhoneg.

      Evel el levrennoù kent e vez embannet imbourc'hioù a yezhoniezh hag a c'hramadeg hollek war un dro gant chabistroù nevez eus gramadeg ar brezhoneg. Lec'h a vez roet ivez da zisoc'hoù ar bodad o pleustriñ war lavar ar mor hag ar bageal. Ouzhpenn an tri chanter-se e vez kavet eskemmoù ha kenlabourioù yezhouriezh o tennañ da ziskiblezhioù ha da zanvezioù liesseurt.


[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]