Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Lapous an Donvor »
Danevelloù savet gant Kristian Brisson
embannadurioù Mouladurioù Hor Yezh
10,67 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad

Lapous an Donvor Pe e vije a-benn seveniñ an dazont - An Hent - pe e vije a-benn kejañ gant ar beurbadelezh - Lapous an Donvor - ec'h erru peurliesañ an daneveller a-dal d'ar mor, war bevenn an ec'honder, darev da oueliañ da gaout an inizi, war-zu ur bed dianav pa n'eus den evit e ziskleriañ.
Rankout a ra an dudenn-mañ-tudenn talañ ouzh trubuilhoù ar bed-mañ. A-wechoù e tibab stourm evit kas e vennozhioù da benn - Ar Gloued, Kimiad -, a-wechoù all, siwazh dezhañ, ne gav diskoulm ebet d'e wall blanedenn. Da neuze emañ debret e greiz gant ar fallgaloniñ - Fest-noz a vo emberr, Ugent lur a roi din?- pe emañ engortoz ar garantez - Noz ar Pellgent.
Petra bennak a c'hoarvez en danevelloù-mañ e vez dalc'hmat ar mor hag an aodoù al lec'h pennañ d'o dibunnañ. Ha Konk-Kernev, marteze a-walc'h, ar gêr a oar an oberour stranniñ enni war lerc'h skeudennoù chomet bev en e vemor.

Ar strobad danevelloù-mañ a zo bet, an darn vrasañ anezho, embannet kentoc'h e kelaouennoù zo - Bretagne d'Aujourd'hui, Brud Nevez, Al Liamm.

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]