Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Levr bourzh ar veaj kentañ »
Kristol Goulm
Troet gant Filip Oillo
12,50 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Levr bourzh ar veaj kentañ Savet eo bet troidigezh levr-bourzh Kristol Goulm azalek ar skrid orin, hini B. De La Casas hag hini K. Goulm da lavaret eo diwar kastilhaneg ar XVvet ha XVIvet kanved. Bez ez eo un destenn a bouez evit istor ar bed hag ivez un testeni bev eus un darvoud ken pouezus all : stokad daou sevenadur disheñvel-mat.
Estreget treiñ en deus graet F. Oillo evit gwir, enklaskoù en deus ranket ober evit sevel ar c'hartennoù ha resisaat an hentoù bet dibabet gant Koulm. Notennaouet-pizh eo bet gantañ an destenn orin kement ha reiñ displegadurioù d'al lenner.
Savet eo bet ivez kronologiezh an darvoudoù istorel bet c'hoarvezet d'ar mare-se. En ur rakskrid hir e tispleg F. Oillo dre ar munut piv oa an Indezidi Arawak.
El levr-mañ e vo kavet lodenn gentañ beaj Kristol Goulm.


[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]