Fañch An Uhel 5 levrenn 68,50 € Urzhiañ a ran ar 5 levrenn-mañ | Ma urzhiad
Kalz eus ar c'hontadennoù dastumet gant Fañch An Uhel zo bet embannet e galleg, met nebeut-tre, avat e Brezhoneg. An dastumad kentañ, anvet «Contes bretons», zo bet graet e 1870. Bez e oa ennañ 6 kontadenn e galleg gant ar skrid brezhoneg a-dal evit teir anezho. Re all zo bet embannet en almanagoù ha kazetennoù a bep seurt hag un dastumadenn wirion hepken e brezhoneg zo bet embannet gant Le Goaziou eus Kemper e 1939. En dastumad levrioù-mañ e kaver an holl kontadennoù dastumet gantañ bet adkavet betek hiziv. Ha peadra zo: Bloaziad ar «goñchenn» gentañ a zo 1847 (26 vloaz e oa An Uhel) ha bloaziad an hini diwezhañ 1892 - aet eo da anaon e 1895.
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ] |