Ur c'hi maget mat e oa ki ar Bouter kozh, setu ar pezh a soñje an dud atav a-raok bout betek e loj... Jañ-Mari Bouter, Job Klañch, Anna Gwilhermig, Mario Kressler, Sterenn Samson hag ar re'rall, holl pobl vihan an dastumad danevelloù-mañ, n'o deus marse netra da welet get darvoudoù pe tud a zo bet anezhe. Marse, met lakaomp o dehe, ne vehe ket da vout souezhet...
Bet ganet e 1956, Daniel Doujet zo bet skolaer e skol Diwan an Oriant e-pad 18 vloaz. Skrivet en deus pennadoù evit Al Lanv ha Cholori dreist-holl hag ur gronikenn e brezhoneg bep sizhun er gazetenn La Liberté du Morbihan, dek bloavezh-pad, betek 1995. Gwech an amzer e labour ivez evit Bremañ, Al Liamm ha Ouest-France an Oriant.
|