Ganet eo yann-Ber Piriou e Lannuon d'an 30 a viz eost 1937.Brezhoneger a-berzh mamm.Studioł e Noumea, Paris, Roazhon ha Kembre. Kelenner e Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon 2.
Skiltroc'h eget ar biniou pa vez o voudal ; c'hwekoc'h eget an delenn pe ar piano pa vez bizied skańv o tańsal warne ; sarafusoc'h eget ar rebed ; kizidikoc'h eget ar violońs etre daouarn Yehudi Menuhin ; flouroc'h eget ar fleüt; meurdezusoc'h eget an ograoł; diaoulekoc'h eget an akordeońs; donoc'h he galv eget hini an taboulin pe ar bodhran ; teneroc'h eget ar balalaļka ; iskisoc'h eget an derbouka pe ar bouzouki; evelse emań ar yezh omp bet ganet ganti. N'eus hini all ebet gouest d'hor c'has betek ar penn pellań. N'eus hini all ebet, dreist-holl, barrek d'hor sachań er-maez ac'hanomp hon unan. Hag eno eo emań an dalc'h.
|