Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]

« Kembraeg evit ar Vrezhoned »
savet gant Yvan Guehennec
embannadurioù Preder
12,20 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad

Kembraeg evit ar Vrezhoned Prizius dreist eo deskiñ kembraeg dre ma'z eo, a-unan gant ar c'herneveg, ar yezh tostañ d'hon hini. Kenorin int o zeir, bet disrannet un unnek kantved 'zo, ar pezh ned eo ket ur prantad hir en istor ar yezhoù. He deskiñ neuze a daol gouleier skedus war framm hon yezh e kement ma'z eus etreze elfennoù boutin, anat, hogen er feur m'o deus dibabet hentoù diforc'h ha pellaet an eil diouzh eben.
Ur perzh espar en deus al levr-mañ: savet eo bet diouzh savboent ar vrezhonegerion ha neket, evel ma c'hoarvez peurliesañ, hervez hentenn an dornlevrioù deskiñ embannet e Kembre - ha troet pe adaozet e brezhoneg - an holl anezhe, eleze a-benn an diwezh anaout gwell hon yezh-ni.
Ret eo ober anv ivez eus an diuz graet gant an aozer: ned eo ket ar c'hembraeg « skoleg », hini ar Vibl, marv abaoe tri c'hantvloaziad d'an nebeutañ daoust m'en kentelier atav, hogen ar yezh a vremañ evel m'he arverer bemdez e-touez an dud « desavet mat » - stumm modern ar yezh eo a zifraost he hent ken er skinwel hag er skingomz, ken el lennegezh hag er c'hazetennerezh .

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]