Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« BREIZH - Karregadoù ha Maenadoù kaer »

Gant Yann Lukas & Joël Rolet
Skeudennoù gant B. Y. Leglatin
30 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


BREIZH - Karregadoù ha Maenadoù kaer      N'oa ket bet embannet betek-henn levr hollek ebet diwar-benn maenoniezh Breizh hag e brezhonek nebeutoc'h c'hoazh... Dont a ra eta al levr-mañ da stankañ an toull. Da ziavez dezhañ ez eus labourioù skol-veur hag ivez kartenaouegoù departamantoù Breizh savet gant ar BRGM (Bureau des Recherches Géologiques et Minières - Burev an Enklaskoù Douarouniezh ha Mengleuzierezh).

El lodenn gentañ e ra anv Joël Rolet eus douarouriezh torosad Arvorig hag e tispleg penaos e stummas ar gweleadoù heverkañ.
     En eil lodenn ez eo tro Yann Lukas da zeskrivañ maenadoù ha karregadoù, o reiñ da c'houzout pelec'h e c'haller o c'havout. Pep pennad savet gantañ zo skeudennaouet gant ul luc'hskeudenn liv eus ur standilhon skouez.

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]