Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Kaourintin Skrivener - Istor Rouaned Breizh »
gant Etienne Gasche & Herve Ar Gall
13,42 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Kaourintin Skrivener - Istor Rouaned Breizh       Un iskis a gozhiad eo Kaourintin Skrivener : ne gosha nemet eus c'hwec'h vloaz bep kantved ! Ha kement-se abalamour d'ur splujadenn dirc'hortoz en dour mor... Gant-se, hag eñ en e zek vloaz ha pevar-ugent, ez eo an den nemetañ en deus bevet istor Breizh en e hed, hag e c'hall kaout soñj anezhañ evel pa vefe c'hoarvezet an darvoudoù koshañ er sizhun dremen...
      Sed e c'hall danevelliñ dimp dre ar munut petra 'voe buhez rouaned Breizh an navet kantved.
      An istor-se, hag eñ kemplezh ha pell-pell diouzhimp, a zeu da vezañ, gant Kaourintin Skrivener, un istor splann, daoust dezhañ da vezañ leun a vrezelioù, a iriennoù, a aloubadennoù...
      Ur c'helenner eus ar c'hentañ o deus kavet gantañ ar skolidi yaouank : displegañ a ra pep tra dezho : piv 'oa Nevenoù, Erispoù, Karl Veur hag ar re all...

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]