Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Ar Gouelan Masklet 2 »
Koñchennoù skrivet gant Yann Bijer
3 CD e-barz gant mouezioù Yann Bijer ha Mari Kermarec
19,90 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad

pajenn diwar 'Koñchennou ar Gouelan Masklet 1'

Ar Gouelan Masklet       Dalhet ho-peus soñj, tudou, deuz koñchennou ar Gouelan Masklet ? Ahanta, setu amañ eur stropad all anezo.

      Gouelini Penmarc'h, n'eus deuz outo nemed eur republik vihan e penn toud ar Vro-Vigoudenn. Med deuet int a-benn, klevit'ta, da lakaad poliserien ar GIGN da zacha o skasou ganto war-zu Pariz... Setu neuze gouelini Republik ar Helou o terhel kuzul braz war o hlud : ne vefe ket eun dra ken fall-ze dezo goulenn mond've e-barz an Unvaniez european. Pebez taol Trafalgar ! Pennou braz ar gouarnamant ne ouiont ket mui anezo dre be benn sacha war o neudenn !

      Padal eo eet ar Spagnoled da zougen klemm e Brusel a-eneb martoloded ar vro vigoudenn, war zigarez e veze re a besked o vond en o rouejou ! Eun taol-termaji a vez ijinet kerkent gand shamaned Vrusel : lakaad kotaiou war ar beskerez ! Med piou 'ta a hellfe pennaska Republik ar Helou ?

      Eur hoñchenner euz an dibab eo Yann Bijer, hag a blij kenañ e leoriou d'al lennerien. N'eo ket er vro vigoudenn nemetken, med e Breiz a-bez ha beteg e Brusel e vo klevet ano euz an darvoudou-mañ a zo nevez-digouezet e tro Penmarc'h.

Tresadennou : Malo Louarn
Tri CD evid netra a zo da heul al leor : 'giz-ze, e heller atao lenn ha selaou war eun dro !
Moueziou : Yann Bijer & Mari Kermarec

      Yann Bijer e-neus embannet tri romant-polis e ti Brud Nevez: Dindan daoulagad Meheut, Trez ar vari-vorgan, Teñzor dindan vor ar Priñs Frederik. Hemañ e-neus talvezet dezañ kaout unan eus "prizioù" France 3 e 2002 evid ar gwellañ romant-polis.
Leoriou all skrivet gand Yann Bijer

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]