Eur gouelan masklet? Biskoaz kement-all! Eur vamm goz ouelan an hini eo kentoc'h, mouchet he fenn deus outi, hag a zo dezi daoulagad glaz, ma wellfeh! Leun a boliserien, ha Sherlock Holmes memez, a vez bep bloaz o klask war he lerc'h, pa vez "Saloñs ar gouelan masklet" gant ar skrivagnerien romañchoù-polis e Penmarc'h da vare an Pantekost.Med beteg-henn, ne oa bet den evid tapout anezi. Setu den n'e-noa klevet c'hoaz he hontadenn.
Pell pell'zo, eo c'hoarvezet an istor, pa oa en em gavet armada vraz bro Spagn
gand he soudarded dirag Penmarc'h. Med n'e-noa ket soñjet amiral braz ar spagnoled e-nije bet d'en em ganna ouz gouenili!
Ha dalhet o-deus gouenili ar vigouterien d'ober o reuz beteg en amzer ar republik,
ken eo bet red nevez 'zo da boliserien ar GIGN dond gand fuzuilloù nevez-flamm kerdin beteg Penmarc'h!
Koñchennoù leun a fent, 'giz oar ober ar vigouterien, a zo dispaket brao amañ gand Yann Bijer, mesket enno darvoudoù an amzer dremenet ha re an amzer hirio.
Yann Bijer e-neus embannet ivez tri romant-polis e ti Brud Nevez: Dindan daoulagad Meheut, Trez ar vari-vorgan, Teñzor dindan vor ar Priñs Frederik. Hemañ e-neus talvezet dezañ kaout unan eus "prizioù" France 3 e 2002 evid ar gwellañ romant-polis.
Daou CD a zo, evid netra, da heul al levr: 'giz-se, e heller lenn ha selaou Koñchennoù ar gouelan masklet war eun dro!
|