Savet eo bet Geriadur ar Mediaoù evel un astenn brezhonek da levr Pascal LE MOAL, Lexique Cinéma-Vidéo. Skoazellet eo bet aozer ar rann vrezhonek gant Alan AR BERR, dremmour ha saoznegour, evit an arvezioù arzel ha kalvezel, gant Yann-Baol AN NOALLEG, jedoniour ha fizikour, evit an arvez skiantel. Pascal LE MOAL, penngameraour a vicher, en deus kemeret ar boan da skridaozañ pennadoù berr sklaerius evit despizañ an termenoù arbennikañ.
D'ober ar geriadur-mañ ez a 8000 termen en teir yezh o tennañ da holl galvezerezhioù ar film hag ar video. Klokaet eo gant ur menegva brezhonek hag ur menegva saoznek.
|
|