E 1995 e oa deuet er-maez kentañ geriadur hollvrezhonek An Here. Degemeret mat e oa bet ar geriadur kentañ-se gant an holl re a ra gant ar brezhoneg. Aba bloavezhioù edo ar vrezhonegerien o c'hortoz kaout ur benveg a rofe tu dezho da gompren o gerioù-int dre o yezh he-unan, hep ma vefe ret dezho mont dre ur yezh all evit studiañ o hini evel m'o doa ranket ober a-raok .
Bez' e oa kentañ geriadur brezhoneg An Here ur geriadur diazez, 10 000 pennger displeget ennañ war ur mil pajenn bennak, skeudennaouet gant tresadennoù gwenn ha du ha gant taolennadoù a liv. Dre ma oa bet pledet en oberenn-se gant un niver bihan a-walc'h a c'herioù -an 10 000 elfenn stankañ, pouezusañ ha spletusañ eus geriaoueg hor yezh - eo deuet buan war wel an ezhomm da gaout ur geriadur brasoc'h. 20 000 pennger eo zo bet dibabet lakaat da bal evit un eil geriadur. Adwelet eo bet an 10 000 pennad a gaver er geriadur kentañ; reizhet, gwellaet ha pinvidikaet int bet. Ha termenet ez eus bet 10 000 ger all, zo bet ouzhpennet d'ar re gentañ evit mont d'ober ur geriadur ennañ tremen
20 000 pennger.
Stummet eo ar pennadoù evel ma oant er geriadur kentañ: displeget eo sterioù pep ger, e dalvoudegezhioù diazez hag ar re zo deveret anezho dre astenn-ster, dre skeudenn-lavar, h.a. Alies e vo kavet ivez, da heul an termenadurioù, ur skouer pe meur a hini, a denn d'an termenadurioù-se. Tennet eo ar skouerioù zo er geriadur-mañ eus oberennoù brezhonek klaskel (skridoù eus an XIXvet hag XXvet kantved dreist-holl) hag eus studiadennoù a denn d'ar yezh komzet pe skrivet. Krennet hag eeunaet eo bet ar skouerioù-se, diouzh an dro, evit ma klotfent gwelloc'h gant doare ar geriadur. Ouzhpenn an termenadurioù hag ar skouerioù e kaver ivez er pennadoù an troiennoù hag an troioù-lavar heverkañ a saver diwar ar pennger. Evit pep ger e rr un distagadur skouer, a dalvez evit ar genyezh a-vremañ. Treuzskrivet eo an distagadurioù-se hervez doareoù al Lizherenneg Soniadel Etrebroadel.
Ne gaver ket a dresadennoù en eil embannadur-mañ. Diforc'hioù all a vo ivez etre ar geriadur kentañ hag an eil: a-wezhioù eo bet hiraet ar pennadoù zo bet adwelet; gwezhioù all int aet da stummañ pennadoù berroc'h dre ma'z int bet tarzhet ha rannet hervez ar gerioù kenaozet pe an deveradoù a veze kavet enno. Evel-se eo deuet ar skrid da vezañ aesoc'h da lenn. Keinet gant lien e vo al levr, 16 x 24 cm e vent, ha golt gant ur jakedenn.
Frouezh ul labour a-stroll eo an eil geriadur-mañ, evel ma oa an hini kentañ, ha kalz a dud o do rt skoaz evit e sevel, e doare pe zoare: sevel pennadoù, o adlenn hag o burutellañ, ober evezhiadennoù war skrid ar geriadur kentañ, dastum danvez skouerioù, dibab hag aroueziañ distagadurioù...
|