Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Ur Galon re dener »
gant Yann-Fañch Jacq
9 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Ur Galon re dener       Here 1944. Diaesoc'h-diaesañ d'an arme alaman chom mestr war ar vro. Un tamm e pep lec'h e krog an dud da sevel a-enep dezho. Krogadoù taer. Enebiezh. Hag, e-kreiz an daolenn griz-se, daou zen. Mignoned int bet gwechall. An darvoudoù o deus lakaet anezho da vezañ enebourien. Ha gellout a raint dont a-benn da lakaat o mignoniezh da drec'hout war fallagriezh ar brezel ?

Boas e oa Yann-Fañch Jacq da ginnig deomp istorioù a-vremañ, lec'hiet en ur bed a anavezomp mat.
Evit ur wech e vo disheñvel. Met dalc'het eo bet gant ar skrivagner d'e zoare d'ober : yezh eeun, pennadoù berr evit klask reiñ lañs d'un istor, ijinet penn da benn.



[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]