Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Skridoù Frañsez Kervella »
Dastumet ha Kinniget gant Per Denez
13 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Skridoù Frañsez Kervella « Frañsez Kervella ? »... « Yezhadur Bras ar Brezhoneg ! » Brudet eo Frañsez Kervella evel yezhadurour hag evel yezhour. Brudet eo ivez evel barzh ha skrivagner komz-plaen : gwelout, da skouer, e levr-eñvorennoù ken kaer « An Ti Bihan e Traoñ ar C'hoad ». Anavezet eo evel skiantour, barrek war an douarouriezh, ar vaenouriezh, an hinoniezh - trawalc'h a skridoù war an danvezioù-se en deus kaset da v-Barr-Heol. Nebeutoc'h anavezet eo evel politiker. Ha koulskoude ez eo Frañsez Kervella - Divi Kenan Kongar - unan eus ar re o deus kaset war-raok emsav Breiz Atao.
Dastumet en deus Per Denez, diwar Breiz Atao, Gwalarn ha Galv, an holl bennadoù savet gant Frañsez Kervella etre 1930 ha 1941 war politikerezh hag an istor. Notennoù puilh en deus savet d'ar pennadoù-se ha brastreset un daolenn eus buhez Kervella, hag eus buhez an emsav en-dro dezhañ.
Ur skoazell a-zoare a zo bet gant Divi Kervella a-benn kas al labour da vat.

Levrioù all skrivet gant Frañsez Kervella :


[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]