Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]

« Enez ar Rod »
Skrivet gant Langleiz
Skeudennaouet gantañ e-unan
21,34 €

Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad

Enez ar Rod                 « Evit ar bloaz 2000, bet evidomp e-pad pell ur vojenn hag arouez an amzer-da-zont, hor boa soñjet e vije dedennus adembann, da geñver 25vet deiz-ha- bloaz marv Langleiz, e roman diarbennerezh Enez ar Rod.
                Rak embannerezh brezhonek Enez ar Rod en deus anavezet kalz a drubuilhoù : an embannadur kentañ, gant "Skrid ha Skeudenn", a zo bet distrujet gant bombezadegoù 1944; ret e vo gortoz 7 vloaz kent na vo adembannet Enez ar Rod gant "Ar Balb". Ma n'eo ket bet graet abretoc'h - pa soñjer pegen stag e oa kalon Langleiz ouzh ar skridoù brezhonek - n'eo nemet en abeg d'an diaes ma oa,goude ar brezel, lakaat moulañ ul levr, ha dreist-holl e brezhoneg. Krouet e oa bet "Ar Balb" gant Langleiz ha Frañsez Kervella-Kongar evit skignañ al levrioù e brezhoneg. Ur gwir avantur e voe : dic'hoantgounit hag emzibab a voe gerioù-stur an ti... Ouzhpenn an holl arvarioù-se, eo ret menegiñ ivez ul louedenn hag a zistrujas un darn vat eus levrioù an eil embannadur-se.Kement-mañ evit dis-plegañ perak ne oa nemet un niver bihan a skouerennoù e gwerzh, hag ivez perak n'en deus ket Langleiz bet ar galon da stagañ gant un embannadur nevez e brezhoneg.
                Hetomp chañs vat neuze d'an trede embannadur-mañ. Ra roio tro d'al lennerien da addizoleiñ an oberenn-mañ a faltazi, bet skrivet e brezhoneg a-raok bezañ troet e galleg, ha n'eo aet war goshaat tamm ebet."En danevell entanus-mañ, a ziskouez enni an oberour perzhioù dibar a ijin, e kaver ur c'hemmesk saourus ha personel-tre a vousfent, a arouezelezh hag a voemarvesterezh," gouez da Edmond Rostand.
                Evit skoazellañ an embannadur-mañ o deus divizet diskennidi Langleiz dilezel o gwirioù-embann. Ra vint trugarekaet evit kement-se. »

Oberennoù all gant Langleiz


[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]