An droidigezh-mañ a zo disoc'h ul labour oa bet kroget gant ar Beleg ha Barzh Maodez Glanndour ouzhpenn ugent vloaz 'zo. Labour hir, nemet tamm ha tamm e oa deuet da sklaeraat dirazañ an hent a oa da heuliañ: war un dro, chom eeun a-walc'h ha mirout koulskoude, ar resisañ a c'helle, an destenn a orin. Ar Bibl a zo ul levr, pe gentoc'h levrioù, ul levraoueg...ha zoken, evit ar gristenien, div levraoueg: an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez. Un oberenn a feiz eo bet treiñ an Testamant Nevez a-dal ar penn-kentañ! [ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ] |