skrivet gant Youenn Gwernig 15 € Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad
War gein ar vro Rec'hier, brug hag an avel emaon war gein va bro rec'hier dindan ar brug hag eskern tud bet bev gwechall Hendadoù : en avel n'eus keloù 'met eus ar re vev. Ar re varv zo marv div pe teir gwech marv marv evit mat aet o eskern da boultr - pell zo - relegoù, ludu, ha ne vez ken klevet o mouezh en avel : en avel n'eus keloù 'met eus ar re vev. Emaon war gein va bro tro-war-dro betek an dremmwel tourioù parrezioù va bro o beredoù leun a vleunioù degaset gant ar re vev evit ar re nevez-varvet ; karnelioù, relegoù ankouaet, n'eus 'met mousc'hoarzh un ael kizellet e mein ar vro evit ar re aet pell zo, pell zo, da anaon. Evit ar re-se du-hont, eskern mesk-ha-mesk gant boteier-lêr tokarnoù, hernajoù douar estren ha bidonioù merglet, n'eus netra. Rec'hier, brug hag an avel o kanañ war gein va bro : 'n e gan n'eus keloù 'met eus ar re vev. [ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] |