"En eur mare ma ne oa ket êz peb tra", eo bet, Charlez ar Gall, an hini kenta oh en em rei da gleved ha da weled e brezoneg war an tele. Bet eo bet e-pad eur pennad mad e karg euz an abadennou brezoneg war ar radio hag an tele. Pennadou a skriv ingal atao er gelaouenn "Brud Nevez".
Disterachou diwar netraig :
Disterachou ? N'int ket. Diwar netraigou int savet, marteze, netraigou deuz ar vuhez a-vremañ: an netraigou-ze ha ne deuom ken a-benn da daoler evez deus outo, ken boazet ha ken dizeblant om deuet da veza ouz pep tra...
Eun ton digustum, goapaer eun disterra, diskredig heb beza re...
|