War-lerc'h 'Mab e dad', sed amañ un eil romant gant F. Favereau, skrivet etre 1996 ha 1998. Emaer er "bidouf" e Sant-Brieg, m'eo bet serret Laouig, ha ma stag da zuiñ paper diwar-benn an afer c'hoarvezet gantañ: dianket Fant, un nozvezh glav hag avel e Beg an Arc'houest. Ma krog da ren e damm "anket" war ar plac'h dianket.
Eus ti ar porzh-Gwenn, ma vez a-frapadoù, ouzhpenn kanañ er festoù-noz diouzh e gomper Lerm, e tispenno roudoù Fant, a oa o kelenn er skol-veur. Ha foetañ bro
e-lerc'h ma oa hi bet, pe e-sell da vont: Galway, neuze Calvi davet he gwaz kent, Doumé. Dre Ahmid, a oar c'hoari gant 'e-mail' ar re all, e tap kaout tres Garmendia, ha mont raktal da Euskadi, ma chom ur reuziad o klask breur egile en ur heuliañ movida ar Vasked, ha pleustrañ 'tabernak' kêr har ur 'manifa' bennak evit degas ar 'presoak' "herrira"("d'ar gêr"), war don gwerzioù Negu Gorriak...
|