Ur gêrig sioul, a vo degaset un tamm mat a levenez eni gant gouel deiz-ha-bloaz ar skol hag a zo bet skol an holl. A raok ar blijadur e teu ar spont avat. Gant lizheroù-gourdrouz hag itronezed o vervel, prim an eil war-lerc'h eben, en un doare dic'hortoz ha kevrinus, goude m'eo bet lazhet o c'hi bihan karet.
Yvette, an archerez yaouank, a zo lakaet e karg eus an enklask. Trubuilhoù he deus gant mabig hag ivez gant he c'halon dre ziouer a garantez. En un nozvezh, e-kreiz an enklask, e vo degaset ar pare d'he c'halon a raok dezhi kavout ar muntrer. Gant ampartiz, en ur yezh sklaer ha gwen, e kont Yann-Fañch Jacq an darvoudoù. Ur penn devzhiad dudi ho po gant e istor.
|