« Miss Lydia a vlejas gant ar spont, ar c'horonal a gemeras ur fuzuilh ha Colomba a strinkas war-zu toull an nor a-raok m'en dije bet amzer da zerc'hel anezhi.
Digeriñ a reas an nor en un taol hag, en he sav war ar pondalez, he daouarn dirazi evit milligañ hec'h enebourien: "E-pelec'h emañ ho kalonegezh ?" a huchas. "Tennañ a rit war merc'hed, war estrañjourien ! Korsiz oc'h ? Gwazed oc'h ?" ».
|