E-touez ar skridoù predenek koshañ ez eo moarvat al levr-mañ an tostañ dimp abalamour d'an trivliadennoù denel eztaolet ennañ.
N'eo ket souezhus eta en dije Marsel Klerg (1912-1984), brezhoneger eus an dibab, pledet abred gant troidigezh tonkad Llywarch Hen. Lakaet en deus enni e holl ampartiz hag a-drugarez dezhañ e c'hellomp adpiaouiñ ul lodenn gaer eus hon hêrezh lennegel.
Gant Ifor Williams (1881 - 1965), unan eus ar brasañ gouizieien gembraek an ugentvet kantved, eo bet embannet ha studiet ar skridoù koshañ liammet gant henlennegezh Kembre. Skrid orin Canu Llywarch Hen diazezet gant Ifor Williams zo embannet el levr-mañ gant aotre hegarat e hêred.
|