Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Brezel an Tan »
gant J.-H. ROSNY Henañ
18,29 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Brezel an Tan
       Er Ragistor kozh-kozh, kant mil bloaz 'zo marteze, pa oa a-boan mab-den o tarzhañ war ar bed, e ouie an dud mirout an tan, hogen ne ouient ket e c'hwezhañ. Ha pa varvas an tan e-touez meuriad an Oulhamred e talvezas kement-se e oant tonket da vervel holl abred pe ziwezhat. Neuze Naoh, mab-al-Loupard, a yeas davit tan. Kregiñ a ray gant un hir a veaj a-dreuz broioù dianav hag a vo ret enno talañ ouzh loened ferv hag ouzh meuriadoù tud fervoc'h c'hoazh. Petra ne raje ket avat, evit gounit Gammla, nizez penn ar meuriad ?
      Ur gwir gest danvezel met ivez speredel e vo evit Naoh hag e zaou gompagnun, Gaw ha Nam, rak en amzerioù feuls-hont e oa lec'h da vezañ ivez evit an intrudu hag ar spered.

      Danvez al levr-mañ eo a dalvezas da Jean-Jacques Annaud evit sevel e film brudet 'Brezel an Tan'.


A-drugarez da aked Marsel P.-J. Keraveg eo bet lakaet e brezhoneg levr brudet J.-H. Rosny Henañ (1856 - 1940). Taolennoù liv orin gant Jean Chieze a vo kavet ivez en embannadur-mañ.

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]