Dont a-benn da duañ paper gant liv brezhoneg ar vro e beg ar bluenn n'eo ket atav un dra aezet. Aze e oa deuet a-benn Fañch Al Lay diouzh e daol memestra. Eñ, bet ganet e Lokireg he bet maer eno, a oa desket meurbed war e vammyezh, ar brezhoneg, betek skrivañ un hir a romant, Bilzig, ur bennoberenn, diwar-benn amzer ar yaouankiz en Arvor Bro Dreger. Bilzig, 'ul laer onest' diouzh lavarenn J.M. Skragn a oa ur c'hanfard ne oa ket daou eveltan˜. Ha kriz ar vuhez e fin an XVIIIvet kantved, hag eñ chomet minor, a ouie sachañ e skasoù diouzh an holl gwall daolioù a oa kouezet enno.
Lakit ho fri e-barzh al levr eta hag e welfet e gwirionez penaos e oa ar vuhez hag an dud gwechall-gozh e Bro-Dreger.
|