Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« Gwezboell »
C'hoari echedoù keltiek
16,77 €
echu | Ma urzhiad


A-viskoazh o deus bet ar gelted ur ger evit eñvel ar c'hoarioù tablez ma vezent dedennet kement ganto. Graet e veze Viducuestla anezho (Gwezboell e brezhoneg, Gwyddbwyll e kembraeg, Fidchell e iwerzhoneg), da lavaret eo skiant pe arz ar c'hoad, rak o damerioù a veze ordin en danvez-se.
E-touez ar c'hoarioù a bep seurt anavezet dindan an anv-se, e oa hemañ an hini soutilañ hag an hini klokañ, hag adsavet e voe ar reolennoù anezhañ diwar testennoù kozh-Noe ha studi an nebeut damerioù deuet betek ennomp.
Ur c'hoari strategiezh eo ar Gwezboell, o trevezañ brezelioù padus bed ar gelted kozh.
Gwezboell, C'hoari echedoù keltiek

Er Gwezboell, en enep d'an echedoù ha d'an damoù ordin, e vez ennebet daou du digempouez o nerzh, pep a bal disheñvel ganto.
Gronnet en e gastell greiz, e vez gwarezet ar Roue Meur gant eizh roue bihan. Gant o skoazell en deus da glask tec'hout diouzh e dagerien en ur dizhout unan eus pevar c'horn an damer.
C'hwezek argader a zo, rannet e pevar strollad, pevar pezh e pep hini anezho. Dav eo dezho pakañ ar Roue Meur en ur gelc'hiañ anezhañ hag en ur virout outañ da fiñval.

In English | En français

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]