El levr-mañ 'vo kavet, bodet evit ar wech kentañ, holl skridoù Anjela Duval. Sell aze moarvat, un dra hag a dommo kalon ar Vretoned rak, eus tout ar skrivagnerien vrezhonek, hi eo, sur, a zo brudet ha karet ar muiañ gant an dud.
Met daoust ha perak, just-walc'h, ec'h eo erru ken mat-se, c'hoazh, peizantez kozh Bro-Dreger gant ar Vretoned, hi hag a lâre dioute e oant «disperedet» ?
Marteze he dije sordet anezhe ?
Peotramant e welfent enni evel o mamm-gozh dezhe tout - «mamm an holl», a skriv Corinne Ar Mero -, lemm he lagad, prim he spered, hag ivez «frealzus ha karantezus» - e-giz ma skriv Riwanon Kervella ?
|