Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
« An Hobbit »
skrivet gant J.R.R. Tolkien
Troet e Brezhoneg gant Alan Dipode
8,38 €
levr diviet - da vezań adembannet | Ma urzhiad


An Hobbit      Istor troioł-kaer Bilbo Sac'heg eo 'An Hobbit'. Dre heuliań gwenodenn ar c'hantread uvel-se e teskot (evel ma reas) - mar ne anavit ket pep tra a-zivout an traoł-se c'hoazh - kalz diwar-benn trolled, gobilined, korrien, hag elfed, hag un nebeud alberzoł ho po eus istor ur mare zo bet gwalleget daoust dezhań bout pouezus. Rak gweladenniń meur a zen dispar a reas an ao. Bilbo Sac'heg , toullań kaoz gant an aerouant, Smaug Hollgaer, ha bezant e voe, kentoc'h amyoulek, en Emgann ar Pemp Lu. Ha dreist pep tra all eo kement-se, pa oa un hobbit anezhań. An danevell-mań, zo diazezet war e gounlevr-eń, a roio deoc'h un daolenn resis a-walc'h eus an dud espar-se, zo o vont war rouesaat (war a lavarer). Ne blij ket an trouz dezho.

Ur sioul a gelenner war al lizheregouriezh saoz e skol-veur Leeds da gentań hag en hini Oxford da c'houde e voe J.R.R. Tolkien (1892-1973). Mat ez anave sevenadur keltiek Breizh-Veur, hag ur c'hembraeger a oa anezhań. Brudet eo dreist-holl evit bout ijinet ur bed dibar e vez ar re vihan hag ar re vras bamet gantań abaoe tremen tri-ugent vloaz. E romant kentań, The Hobbit, bet troet e tremen pemp yezh warn-ugent, zo deuet da vout unan eus oberennoł klasel meur al lennegezh saoz en XXvet kantved.

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ] ]