Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]

« Faltazi an amzerioù kent »
Gant Klerg
12,20 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Faltazi an amzerioù kent      Un niver bras eus skridoù savet gant Klerg a zo kinniget evel "kontadennoù" : gwelout "Un deiz a viz mae", al levr embannet e 1998. Kontadennoù ijinet ha turgnet gantañ, alies da geñver nedeleg. Evit kontadennoù all avat, n'eo bet Klerg nemet un dastumer : lakaet gantañ war baper diwar selaou tud Ploubêr ha lec'hioù all damdost. Unnek kontadenn a seurt-se a gaver el levr-mañ, o tougen testeni da badelezh ar mojennoù bras en eñvor tud 'zo, daoust d'al labour divrezhonekaat. Lennet e vint gant dudi.
Klerg (1912-1984), bet kure e Ploubêr ha person e Bulien, a zo anavezet evel skrivagner koulz hag evel stourmer. Emeur krog da vat da adembann e oberennoù.


[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]