Pa fell da Rafael cheñch ar bed ne dro ket an traoù evel m'en dije bet c'hoant. Direnkañ a ra an holl. Treiñ plaen a ra ar bed, pep hini en e blas. Ha n'eo ket brav mont da blantañ reuz, da zirenkañ aozadurioù, forzh peseurt re e vefe. En em gavout a raio buan e-kreiz ur wall gudenn. Ha deskiñ a raio kontañ war ar re all, lod anezho tud dirc'hortoz.
Romant polis pe romant karantez ? Romant lous pe romant ar straedouù ? Pe romant nemetken ?
Disheñvel c'hoant en deus bet Yann-Fañch Jacq lakaat al lenner da gejañ ouzh tud zo, da anavezout o zro-spered hag o bed. Ha kement-se evit lakaat anezhañ da zizoloeiñ un istor simpl, lec'hiet en amzer a-vremañ.
Yann-Fañch Jacq en deus skrivet dija un nebeud istorioù bannoù-treset, skeudennaouet gant Laurent Escudié pe gant Malo Ar Menn. Savet en deus ivez ur romantig "Eus an tu all" ha levrioùigoù evit ar vugale : "Wanig ha Wenig"
|